Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/218

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —

dont ganeomp, c’houi a welo dreizoc’h hoc’h-unan penaos e vevomp.

— A greiz kalon ha gant plijadur, eme ar c’hont ; ken nebeut a blijadur hon deus hed hor buez ma vezo ebat evidon gwelet lidou eur relijion ha ne vezont ket grêt e dounder ar c’hoajou.

Evelato ma rit eur vijel hep distag, evel am eus klevet, me a gaso unan eus va zud da glask eun tamm kig ha traou-all d’ar c’hêriou tosta.

Andre a stouas e benn evit lavaret ya, hag a yeas a-dreuz ar porz evit mont d’ar japel el lec’h edo ar re-all eur pennad a yoa. Ao. Vaucourt o veza m’oa kustum da gaout eur maread mevelien war e dro da ober ardou d’ezan a oe darbet d’ezan kaout da lavaret abalamour n’oa savet hini eus ar goueriaded en e zav pa ’z ea er japel. Eur skabel goat a yoa goullo dres dirak an aoter. Pa lavaran aoter, arabat eo d’eoc’h mont da gredi ez oa eun aoter evel ar re a gavomp hizio en hon ilizou. N’oa eno nemet eun daol goloet gant an dousier lin gwenn kann gant eun tabernakl koat livet groz hag eur groaz war e c’horre. Ao. Vaucourt azezet war e skabel goat, eul loden hepken eus e dok houarn savet, a zelle gant souez en dro d’ezan dre ar japel zister. An toulladik kristenien a yoa eno daoulinet war ar vein yen ha kalet, pleget o fenn, sioulik, o pedi ; ha kement-se a lakae nec’het an Ao. Kont : en eur bed nevez e kave d’ezan beza. An abostol a yoa eat a-drenv an aoter hag a deuas gant e zoupiliz hag e stol. Mont a reas d’an daoulin war bazennou an aoter hag e krogas gant ar pedennou dioc’h an noz. An tad a yea da genta, hag an dud fidel a lavare war e lerc’h, hag evel-se keit ha ma padas ar pedennou. Neuze ar beleg a droas ouz an dud hag a reas d’ezo an tammig prezegen ver-ma :

« Va breudeur ker,

Labouret hoc’h eus hed an deiz da c’hounit ar bara pemdeziek a c’houlennomp digant Doue deuet