Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/223

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 217 —

c’hleze ne c’helled da vanea nemet gant an daou zourn, hag a hopas d’e zaou zoudard :

— A-raok, ha bec’h d’ar zorser !

Hogen, kerkent e krogas ar c’hren en e holl izili hag ar c’hleze a gouezas eus e zaouarn. Eur spont ha na deue ket eus ar bed-ma a grogas en e zervicherien hag e oe mall ganto tec’het da glask o c’hezeg, hag ac’hano, fidamdoulle ! d’am daoulamm rus hep goulen pelec’h mont. Ao. Vaucourt a jome diflach dirak an Abostol dispont.

— Ao. Baron, emezan, an den gwisket a houarn a zo zoken nebeut a dra dirak galloud Doue ; dont a reez da ziskar ar pez a zo digaset da ober ac’hanout eun den nevez : gwel eun tammig dre da spered ar pez ac’h eus gwelet en diaveaz ac’hanout ha klevet ennout da unan : kemer da gleze ha kea da glask da zoudarded.

Piou en divije kredet ? Ar baron lorc’hus a yoa deuet da veza sentus evel eur bugel : dastum a reas e gleze hag hen ac’hano lostek. N’oa mui ar memez den ; ne livirin ket ne grede mui er zorserien, kredi a rea avat ez oa bet en deiz-se kenver-oc’h-kenver gant eur c’halloud eun tam krao uhelloc’h eget e hini.

Meur a zervez a zo tremenet abaoue. An Abostol hag e ziskibien a ra didrouz pep hini e labour ordinal. Eur burzud-all a yea da c’hoarvezout ; skuis kenan gant labouriou e zervez, an abostol Andre debret gantan e goan, ha lavaret grasou a yeas da c’hourvez war e c’holc’hed brug hag a reas eun huvre souezus. Gwelet a reas dre e gousk an abostol sant Paol oc’h ober teltennou evit beva eus frouez e labour. Greomp al labour a zo fiziet ennomp, a lavaras d’ezan sant Paol, an holl a zo sebeliet en denvalijen hag a enor falz-doueou : d’it-te eo skigna ar c’helou mat (an Aviel) er vro-ma gant al labourerien a zigas d’it ar Mestr. Gant c’hoec’h eus da dud ez i d’an aod, disul kenta, kemeret a ri hep aon ebet ar bagou a gavi stag eno, hag ez i da zikour ar