Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —

Andre nan dre e volontez e-unan, mes kaset gant eun nerz hag eur sklerijen vurzudus. Dre nerz ar memes galloud-se e tiskennas en aod hag e kemennas d’e ziskibien sevel er bagou ; e-unan e krogas e stur an hini vrasa ; tri diskibl a rouenve ; ar vag kenta a yeas er meaz eus an aber, an eil a yeas war he lerc’h. Ar mor a yoa fall fall ; n’eo ket c’houitellât, blejal eo a rea an avel, hag ar bagou kouslskoude a rea hent ha ne deant tamm da steki ouz ar c’herreg ken stank dre al lec’hiou-ze koulskoude.

En eun taol, a-dreus an tarsiou bras divent, setu i o welet eur sklerijen skedus ; ar sklerijen-ze a yoa pell ac’hano ; hogen, an diou vag a yea evel douget gant an avel, koulz ha pa vije bet kompez ar mor. Digouezout a rejont evel-se dizale e kichenik eur vag vrasoc’h a yoa meurbet gwall gaset gant an amzer fall : gwech e save war gerniou an tarsiou gwenn evit koueza prestik goude e beziou doun el lec’h ma vije lavaret sure vijent goloet ha konfontet prim a-walc’h. En eun taol, setu kristenien Breiz-Izel o klevet eur youc’haden e yez bro ar Jude. Respont a rejont kerkent, hag ez ejont betek ar vag. An abostol Andre a anavezas an dud en doa klevet hano anezo en e huvre. Digemeret e oent e bagou Breiz dres d’an ampoent ma ouelede eben. Diou vag an abostol a droas o begou warzu an douar hep ma vije bet ezom da veza e poan gant ar stur.

Dizrei a rejont ker buhan hag ez oant eat, hag hep muioc’h a ziezamant.

Tud ar vro a yoa ato war gern ar reier, kouls ha d’an deiziou bras, da lavaret eo d’ar gwall-amzer, o c’hedal ar poent da zailha da gaout o lod. An Abostol hag ar re en doa saveteet a yoa diskennet d’an douar. Ar bagou a yoa pennasket evel diaraok. O tizrei d’ar gêr e kavas o tont d’an aod eur bern tud, prez bras warno. Abalamour marteze d’an denvalijen, pe c’hoaz abalamour ma ne