Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/226

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —

zisplije ket d’ar peilherien gwelet nebeutoc’h a dud war dro ar bagou o klask o lod, ar re-man a lezas ar gristenien da vont e peoc’h gant o hent, hep lavaret ger d’ezo.

— Va Doue ! eme an Abostol, setu lapoused ar gernez o vont da blava war baour kez tud eat da benzea ! Daoust ha n’hellfemp ober netra evit rei sikour d’ezo ?

— Mestr ker, a respontas unan eus an diskibien, n’oc’h ket eus ar vro-man ; ni a gred eveldoc’h, ha ma vefemp gwelet war an aod, hep douetans, e vefemp troc’het dre dammou.

An Abostol na reas nemet huanadi. Dont a reas sonj d’ezan eus komzou sant Pol er welidigez en doa bet : tud ar vag a dlie mervel abalamour d’o buez fall. Goudeze e c’houlennas digant unan eus ar re en doa saveteet a be vro oa. Heman a respontas oa eus Rom, ez oa bet harluet gant sened Rom. «Ar re a yoa o sturia hor bag a grede oamp penn-abeg deus ar gwall-amzer a rea hag evit kaout peoc’h o deus diskarget ac’hanomp en eur c’hanod da vont en avantur Doue. Setu perak omp salvet.

— Siouaz ! eme an Absstol, Doue a gastiz kalet a-wechou, hogen ar pez en deus gourc’hemennet a c’hoarvezo, na c’hellomp netra enep an dra-ze.

Erru oa goulou-deiz. An avel a goueze hag an arvoriz kavet ganto ar vag penzeer a youc’he evel eur maread chas warlerc’h eur penmoc’h gouez. Ar pez a zisplijas ar muia d’an abostol a oe gwelet mevelien tuchentil, re Ao. Vaucourt en o zouez, o redek d’an aod da glask o zamm.

— Pe seurt tud eo ar re-man ! eme an Abostol outan e-unan. N’hellimp biken ober d’ezo dont d’en em garet evel breudeur hep skoazel an Holl-C’halloudeg. Ar skoazel-ze avat na vanko ket d’eomp, fizians hon deus enni, rak hor Mestr eo en deus lavaret d’eomp : It, ha kelennit an holl boblou.

Digouezet oant e lojeiz an Abostol. Heman a zige-