Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —



DOUE R’HO PAEO !


————


1. Kement-ma a dremene er bloavez 1870, epad seziz Pariz. An amzer a yoa ker kriz hag ar brezel ; skourni rea ; erc’h a rea ive. Eur vaouez paour he devoa ledet eun tamm pallen koz hag a yoa warnan manegou bourret gant gloan ; hag e klaske o gwerza ; hogen, ne deue den d’o marc’hata. Daou « vobil » Breton digouezet en derc’hent a deuas da dremen, hag a gavas ar manegou eus o doare. Gwisket truilhek oant hag e krenent gant ar riou. C’hoant o doa da gaout ar manegou, pa c’houezent en o daouarn o sellet a-gorn ouz ar varc’hadourez. «Ar manegou-ze a rafe vad d’eomp, a lavarent-i etrezo ! »

2. Eun ofiser a deuas da dremen dre eno hag a welas dioc’htu nec’hamant an daou Vreton. Ya,