Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/229

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —

divinout a reas o c’hoant hag o faourentez. « Va bugale, emezan, kemerit daou re manegou evit pep bini ac’hanoc’h, me eo a baeo. » Ar Vretoned a zo lentik ; an daou zoudard n’oa ket mall ganto senti, hag an ofiser da lavaret evit an eil gwech : « Kemerit ’ta, paotred, eur mignon eo a ro anezo d’eoc’h ! » N’helled mui argila. Kemerout a rejont ar manegou en eur lavaret : « Doue r’ho paeo ! va ofiser. »

3. Eur pennad goude e oe eur c’hrogad e Champigny, hag an daou « vobil » edo eno. Etouez ar vistri ec’h anavesjont o mignon, ofiser ar manegou, evel m’hen hanvent. Hogen, pa oe echu an emgann, kaer o doa klask ha sellet, ne deuent ket a-benn da gaout anezhan. N’edo ket war al leac’h ken nebeut pa oe great ar galv. Glazet e ranke beza eta, pe lazet, unan a zaou.

4. Daoust ma’z oant hanter varo gant ar skuis-