Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/235

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 229 —



PANER
ar Marvailhou munut


————


Ar morian hag ar zoudard


Eur morian a c’houlenne eun deiz digant eur zoudard ha kredi a read c’hoaz e Doue en e vro Frans.

— Setu aze eun hunvre ! eme ar zoudarded gall. Piou a c’hell kaout douetanz ez eun Doue ?

— E feiz, lavaret a rafed, eme ar morian ; ne roit morse testeni ebet euz ho feiz !

Daoust ha ne c’hellfed ket goulen ar memes tra digant ar bern tud a bep stad a vev hirio evel pa n’o defe mui tamm feiz ebet ? Daoust ha ne c’hellfed ket ober d’ezo ar rebech c’houero a rea Doue gwechall d’e bobl dre c’hinou ar profed Izaias : « Krouet em eus bugale, maget ha savet am eus anezo ; int-i avat o deus great faë warnon. Eul loen diskiant a anavez e vestr ; an den avat n’anavez mui an iliz ».


Roudou Doue


Goulen a read eun dervez digant eur morian o chom er gwelec’h, da lavaret eo en eur vro ha n’eus ket nemeur a dud enni, devet ma ’z eo gant an heol hag an