Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/236

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 230 —

treaz bero : «Penaos hoc’h-hu deuet da c’houzout ez eus eun Doue ? »

Hag ar morian da respont gant kalz a furnez :

— « Evel ma c’houzon dre ar roudou chomet war an treaz pe ez eus tremenet eun den pe eul loen. »

Hag e gwirionez, pa welomp da bep kammed a reomp kement a roudou leun a furnez hag a c’halloud lezet gant an Hini en deuz great ar bed, penaos miret da lavaret :

— « Eun Doue a zo bet dre ama ! Kement-all a draou kaer n’hellont beza great nemet gant eun Doue ! »

Hag an Doue-ze eo an hini a anavezomp, ni, kristenien !


Doue a zo e pep leac’h


Sant Bernardin a yoa meurbed doujet gant kamaraded e oad pa oa c’hoaz bugel. Mar tigoueze d’ezo koms etrezo a draou difennet e tavent kerkent ha mar her gwelent, o lavaret :

« Peoc’h gant an traou-ze ! setu erru Bernardin ! » Mar doa a-walc’h d’ar re-man gwelet Bernardin evit beza fur, taolit evez, bugale, ez eus dalc’h-mad tostik-tost d’eoc’h eun Doue hag eun eal a glev ho komzou, a wel hoc’h oberou ha kement zoken a dremen e goueled ho kalon. Bezit fur eta kouls pa n’eus nemetoc’h evel pa emaoc’h gant ar re-all ; pa ’z oc’h douget d’an droug, livirit evel ar plac’h chast Suzanna a zo hano anezi er Skritur-Zakr : « Penaos e c’hellfen-me pec’hi dirak va Doue am gwel hag am barno ? »


Hosti c’hlan


Kement-ma a dremene e Lourd n’eus ket pell c’hoaz, e kichenik al leac’h ma ’z eas Bernardett da skrabat an