Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/238

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 229 —

glanvourien a zo ama. Ra zeui unan anezo da ginnig da Zoue chom klanv betek e varo, e pinijen, evit ma pareo ar c’hez-ma ha ma kredo an difeiz-se.

Eun den etre tregont ha daou-ugent vloaz a dostae d’ar poent-se oc’h en em stleja gwella ma c’helle war bouez e flac’hou. Lavaret a reas gant eur vouez hag a dreuzas an holl galonou :

— Me !

E kichenik ez oa eur vamm o ouela, ganti war he barlen eur c’hrouadurig seiz vloaz ganet bouzar ha mut : hag e lavare enni he-unan :

— Mont a ran da ginnig va merc’h !

Karantez ar vamm a oe treac’h eur pennad war he c’harantez evit eun dianavezet. Ne badas ket pell ar c’hrogad, ha dizale e tilammas da gaout ar beleg gant he merc’h.

— Dalit ! emezi.

Ar beleg a gemeras ar baotrez etre e ziwreac’h, a zavas anezi etresek an nenv evel m’eo kustum d’hen ober bemdez da Hosti zantel an oferen.

— Setu, emezan, an Hosti c’hlan a ginniger evit paea distro ar pec’her !

Ar feiz a verve e kalonou an dud fidel hag an daelou a zirede eus an holl daoulagad.

Ar bugel daouzek vloaz a oe soubet en dour hag a gavas ennan ar pare. Ar pec’her a zalc’has d’e c’her hag a deuas da veza kristen mat.


An daou vreur


Jeruzalem n’oa c’hoaz d’ar poent-se nemet eur park a laboured evel ar re all. Al loden eo bet savet warni an templ brudet a yoa neuze boutin etre daou vreur, unan anezo dimezet ha tad da veur a vugel ; egile a veve e-unan.