Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/239

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —


Pa deuas poent an eost, an daou vreur a vedas, a hordennas o drammou hag a reas ganto daou vern henvel.

Mes, e kreiz an noz, ar paotr dizemez en doe eur mennoz mat. Lavaret a reas ennan e-unan : « Va breur en deus gwreg ha bugale da vaga, pa n’em beus-me den nemedon va-unan. Ne vije ket brao d’in kaout ker bras loden hag hen. Mont a ran da denna eus va bern eun dramm bennak da greski e hini. Ne ouezo netra evel-se ; mac’h oufe ne asantfe ket. »

Hag e reas evel en doa divizet.

En nosvez-se ive ar breur-all a zihunas hag a lavaras d’e wreg : « Va breur a zo yaouank, hag e-unan ; n’en deus den war e dro da zerc’hel kompagnunez d’ezan pa ’z eo yac’h ha da brederia gant e ezomou pa ’z eo klanv ; ne vije ket leal d’eomp kemeret keit hag hen eus gounidegez ar park : savomp, ha deomp da greski e vern ; ne ouezo netra ha rak-se ne c’hello ket kaout digarez da jom hep kemeret. »

Hag e reas evel en doa divizet.

Antronoz an daou vreur a yeas d’ar park, hag e oent estlammet o kaout ar berniou ker bras. Hini ebet avat na lavaras grik d’egile eus ar pez en devoa great.

Ar memez tra a c’hoarvezas meur a nosvez dioc’htu. Eun droiad koulskoude ec’h en em gavchont an eil gant egile, sammet. En em deuler a rejont an eil e diwreac’h egile.

An dachen-ze benniget gant karantez an daou vreur a blijas da Zoue. An dud a zavas eno eun iliz, ha Krouer an nenv hag an douar a gavas mat ober anezi e di.


Azen ar Bardonerez


En eur c’hombod hent-houarn, eun Aotrou kof bras a zo azezet en eur c’hougn. Dirazan ez eus eur goueria-