dez, eur vaouez diwar ar meaz gwisket e giz Lanndi. Eur chapeled bras a zo en he c’herc’hen ; bet eo o pardona e Lourd.
An Aotrou (gant eun ear gwapaüs). — E Lourd oc’h bet, gwelet a ran !
Ar goueriadez. — Ya da, Aotrou.
Hen. — Hag ez eus great d’eoc’h gwelet traou a bep seurt liou ?
Hi. — Ya, Aotrou, gwelet em eus e Lourd traou kaer kenan.
Hen. — Gwelet hoc’h eus an eienen ?
Hi. — Gwelet em eus an eienen, Aotrou, evet em eus he dour ha gwalc’het ganti va daoulagad.
Hen. — Gwelet hoc’h eus ive eur bern pareansou ?
Hi. — Kaeroc’h, Aotrou ; bet em eus eur weledigez, eun « aparision ».
Hen. — Brao ! brao ! O ! kountit an dra-ze d’in ’ta, Itroun vat. (An Aotrou a frote e zaouarn gant plijadur).
Hi. — Ya, gwelet em eus an Tiegez santel e Bethleem ; ar Werc’hez Vari, sant Jozef, ar Mabig Jezuz, ar vesaerien, an tri Roue… Ne vanke netra nemet eun dra.
Hen. — A !… Petra vanke ?
Hi. — An azen !… Eun eal en deus lavaret d’in her gwelchen dizale. Laouen oun brema… Ouz ho kwelet ez eus deuet sonj d’in eus komzou an eal !
An Aotrou a droas oc’h ar weren hag a reas meur a zell korn ouz ar c’houabr a yoa deuet da c’holo an heol.
Ar gountaden-ma a zo bet kutuilhet gant an Echo de Noël e kannadig eur barrez.
Eur ministr protestant a yoa
Oc’h ober e dro |
o prezeg e relijion, oc’h ingala levriou etouez an dud.