Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/241

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —

En em gaout a reas eun dervez gant eur serjant, hag hen dioc’htu da ginnig e levriou.

— Petra eo an dra-ze ! eme ar zoudard… Almanagou nevez ?

— Gwelloc’h c’hoaz ! eme ar ministr.

— Petra int eta ?

— El levrigou-ma e tesker anaout ar relijion, ar gwir relijion, hon hini-ni.

— Ha pehini eo ho relijion !

— Ar relijion reformet [1].

— Mat, Aotrou, ho relijion neuze na dalv netra !

— Penaos ’ta ?

— Abalamour, ganeomp-ni, soudarded, pa vez « reformet » unan bennak, e vez lavaret d’ezan mont d’ar gear, n’eo mui mat evit ar zervich. Evel-se ’ta, dalc’hit ganeoc’h ho levriou ; ne gavfen saour ebet gant eur relijion « reformet » gant Konseilh ar Revu.


Paour kez emzivad !


Bez ez eus kalz tud hizio hag a gav o brasa plijadur o wapaat ar veleien hag ar relijion ; ne vankont tro ebet d’hen ober. A-wechou koulskoude e kouez o meud en o dourn. Selaouit kentoc’h an darvoud-ma c’hoarvezet n’eus ket pell.

Eur person diwar ar meaz a zavas en eur c’hombod da veachi war an hent-houarn. Kenver ha kenver ec’h en em gavas gant eun Aotrou o veachi evit eun ti a gemwerz.

— Aotrou Person, eme ar bourc’hiz war eun ton trubard evel an hini a gemeras Judas pa lavare da Jezuz e teue d’e zaludi, klevet hoc’h eus ar c’helou bras ? Hag e rea ardou gant e vouez, hag e selle a gorn ouz

e amezeien.

  1. Ar relijion protestant, savet gant Luther.