Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

en ifern tostik-tost d’ezan ema va hini ; spountet oun c’hoaz pa zonjan er pez am eus gwelet.

— Setu c’houi ’ta, va zad, deuet eus tre skilfou Satan hag er meaz a riskl hiviziken ; mes, me ?… Epad ma ’z oc’h bet oc’h ober ho tro du-ze em eus great eur zell war va doare ; kaset em eus da vale diwar va zro an holl ganfarted fall eveldon a rea an droug ganen ; bet oun o kovez gant person ar barrez tosta hag en deus lavaret d’in n’ez eus pec’hed ebet ha n’hellfe ket kaout pardon digant Doue, ez eo bras evel ar mor trugarez an aotrou Doue, hag e c’hellen c’hoaz o kaout keuz d’am fec’hejou hag oc’h ober pinijen galet evito beza pardonet ha salvet. Kredi a ran kement-se, p’eo gwir hoc’h bet pardonet c’houi, ha fizianz am eus e madelez Doue. Ne gilin dirak pinijen ebet, daoust pegen kalet bennak e c’hellfe beza.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Ne zalein ket da gonta d’eoc’h ar pinijennou spontus a reas al laer bras a-c’houdevez poulzet gant gras Doue evit miret da goueza en ifern el leac’h a yoa dija en e hano ; mervel a reas lazet gant e binijennou. Hag evel ne c’houiet ket e pe stad edo e ene, an tad a reas ar pez a yoa merket en testamant en doa roet d’ezan e vab abaoue m’oa en em roet d’ar binijen.

Lavaret en doa : Da hanter-noz, oc’h sklerijen al loar c’houi a lakaio va arched a-dreuz war voger ar vered, en hevelep doare na skoio ket muioc’h en diabarz eget en diaveaz ; goude-ze c’houi en em denno er porched evit gwelet petra dremeno. Gwelet a reot dizale eur goulm hag eur vran o tont unan eus tu ar sav-heol eben eus tu ar c’huz-heol. En em ganna raint war va arched. en em beilha zoken betek ar goad. Ar vran a boanio da lakaat an arched da goueza er meaz eus ar vered ; ar goulm, eus he zu, a glasko hen lakaat da goueza ebarz. Ma vez treac’h ar vran, me a vezo kollet da viken ; mes ma chom an treac’h gant ar goulmig wenn, kement-se