Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —


Jakig Lagad-du, eus a Landerne, n’oa ket eur gwall baotr en e amzer, n’oa na laer na touer, mes avat eun den poud, pikouzet e zaoulagad, ker pikouzet zoken ma na wele zoken nemet pell goude an troiou kamm a rea d’ezan e vignoned, er c’hoariou dreist-oll. Ha me lavar d’eoc’h e chachent war e yalc’h. Hag ar paour kez paotr a eve, a eve kalz evit ankounac’haat e velkoni. An dra-ze eo a gasas anezan da goll.

Ar re a roe labour d’ezan koulz hag ar c’hoarierien kartou o doe keuz d’e varo.

« Mil gur’n ! eme Jakig Lagad-du, ema an ifern o koueza en e boull ! » Ar votezig o koueza war gern e benn moal he doa great d’ezan gwelet c’hoec’h goulaouen ha tregont. Hogen, pa oe tremenet ar skrijaden genta, Jakig a stouas hag a welas eun dra lugernus : « Sell ! emezan, ar votezig goant !… N’eo ket d’eun diaoul, rak an diaoulou n’o deus ket a vouteier ker kaer-ze !…