Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

E rank beza da unan bennak koulskoude, n’eus ket da lavaret ! Anat eo ez eus bet enni troad eun den… Ar seul a zo o vont da veza toull, sklear eo, mes ar voulouz a zo lugernus c’hoaz… Doare he deus da veza bet d’eun den krenv… »

Hag e troe, e tistroe ar votezig en e zorn. « Ha petra rin-me ganti ama ? Netra… Kas a rafen anezi d’he ferc’hen, ma c’houfen da biou eo. Ker brao eo ma n’eus nemet Doue, ar zent, hag an elez, er Baradoz dudius hag o defe eus ar seurt traou-ze ! »

Hag o veza lavaret ar c’homzou dereat-se, Jakig a oe dibradet ha savet d’an neac’h a-nebeudou gant eun nerz treac’h d’e hini. Ar votezig eo, botezig eürus an Aotrou sant Per benniget, dre eur c’halloud staget outi er Baradoz, a jache anezan, a roe d’ezan evel diouaskel da nijal ker buhan hag an avel a-dreuz an iferniou.

An holl dud daonet a zigore o ginou da zellet outan o tremen uz d’o fennou.

— A ! sell ’ta ! piou eo hema a ya gant kement a diz dre an ear evel eur stereden rederez ?

— Marvad e rank beza eur potr chansus en deus bet aotre da vont da zistana eur pennadig.

— Hennez ? Hennez eo Jakig Lagad-du eus a Landerne.

— Hê ! Jakig !

— Da beleac’h ez ez, Jakig ?

— Kenavo Jakig !

— Beaj vat, Jakig !

— Deuet out da veza bran pe askel-groc’hen ?

— Jakig !… Jakig !…

Jakig a yea atao hep lavaret grik da zen. Ne zelle ket outo zoken. Traou-ali a yoa war e spered. Na pebez tro iskis a errue gantan ! Mont ker buhan, evel eul labous a-dreus an uhelderiou ! « N’eus fors, eme Jakig, da beleac’h bennak e vezin kaset, easoc’h en em gavin eget ama. » Ha kaer en doa, n’helle ket zoken kaout