e peleac’h e touarimp ? » N’en doa ket aon avat, pell pell ac’hano. Tremen a rejont dre douez an heol, al loar, ar stered, ha setu hi dirag dor ar Baradoz, hag ar votezig da jom krenn a zav.
— Tok ! Tok !
— Piou a zo ? eme sant Per hep digeri.
— Me eo, Jakig Lagad-du eus a Landerne.
— Alo, mat ! Mes evit dont ama e ranker beza glan ; diskouez d’in da baperou dre riboul ar c’haz !
Ha yao ! Jakig o tiskouez ar votezig da zant Per dre riboul ar c’haz.
— O ! eme zant Per, seblantout a ra d’in ec’h anavezan an dra-ze !
— Gwella ’ze mar d’eo d’eoc’h ! Kemerit anezi neuze !
N’eo ket te, da vihana, an diaoul a laeras anezi d’in ?
— O ! nan da ! Me eo Jakig Lagad-du eus a Landerne, hel lavaret am eus d’eoc’h.
— Mat, neuze, Jakig, va mignon, deus, ha ra vezi digemeret mat er Baradoz !
Jakig a yeaz ebars. Sant Per a yoa kel laouen, ma lammas gantan a dro vriad da bokat d’ezan eus an daou du. Ar votezig great gant sant Krepin a yoa bihan eun tamm hag a gigne e droad da zant Per, ha setu perak oa kel laouen o kaout an hini goz a yea ker brao dioc’h e droad.