Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
SALAUN AR FOLL
————
Debret oa koan ; ar gwazed a yoa o tana o c’horn hag ar merc’hed a glaske o c’hegilou evit ober eur pennad neza.
Ar vugale a dostaas ous ar vamm-goz eat da azeza e kougn an oaled :
Mamm-goz, a lavaras Annaig, ar gosa eus ar vugale, kontit d’eomp eur rimadel !
— Mamm-goz, eme Laouig ivez, eur gontaden !… Eur marvailh ?…
— Va bugaligou, eme ar vamm-goz, me ne ouzon mui netra pell zo… Gouezet em eus bet sur eur bern traou gwechall… mes deuet eo va memor da vergli… Me n’oun mui yaouank, va bugale !
— Mamm-goz, mamm-goz, gouzout a rit c’hoaz kalz traou…