Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/61

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

diwarbenn va filhor ? Klevet mat am eus ? Siouaz ! eur paotrig dous eo, a gavan da vihana, mes paotr-saout fall ! Atao ema oc’h huvreal ! Kollet sen deus d’in ar gaera eus va danvadezed !

— Eur c’holl eo, a dra zur, hen anzav a rankan ; mes selaouit ac’hanon evelato, me ho ped. Ho paotr a zo eur bugel dibabet gant Doue evit sevel, divezatoc’h, ouz an aoter…

— Jopig… eun diskiant ?

— Eur paotrig divalis evel eun oan ! Eun eal gant eur c’horf ! C’hoant am eus d’e gas d’ar skolach.

— Evit an dra-ze, Ao. Person, e lavarin d’eoc’h dioc’htu n’hellan ket ober. N’em eus mui tamm ed ebet da gas da varc’had Lanndi, ha n’e ket deuet c’hoaz em fenn teuler va gwenneien…

— Roit peoc’h, gwreg goan a feiz… Piou a zo o c’houlen arc’hant diganeoc’h ?… Roit d’in ar bugel, ha me bourveo da bep tra.

— Perak ez eus kement a vole er mintin-ma gant kleier Komanna ? Livirit d’in ’ta, Aotrou va zad… Digorit frank ar prenestrou, ma klevin gwelloc’h o c’hanaouen a levenez ! Lakaat a reont eur peoc’h dudius da zisken em c’halon !

— Gaït, va merc’h, bez didrouz ha didrabas. Hizio ema oferen genta Jopig Kerestin, hon deus anavezet paotr-saout gwechall.

— An oferen genta, santez Anna ! O mar gallchen mont d’he gwelet !… Roet em oa va ger…

— Ne dalv ket d’it lakaat an dra-ze en da benn, merc’h kez, klanv out, ha n’hellez ket bale.

— A ! eme Gaït a vouez izel, beleg eo eta ! Brema e c’hellan mervel… Dont a rai da skuilha dour benniget war va c’horf paour.

Hag e oe klevet o c’hrosmolat komzou kenta an