Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

O salutaris. An abaden avat he doa dinerzet krenn anezi, ha Gaït a yeas da beur echui gant an elez ar c’hantik kaer d’an Osti zantel.

Daou zervez goude, kleier Komanna a yoa adarre e bole, eur bole leun a distridigez, eur bole klemmus en dro-ma, ar glazou eo a yoa ganto.

Eur brosesion a yea d’ar vered. Aotrou Kerestin a ouele puilh o vont warlerc’h an arched douget gant peder blac’h yaouank diwar-dro, hag ar beleg nevez a yea da genta o kana pedennou kanvus an Anaon.


————