Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —


KILHOG BETLEEM


————


Bez’ ez oa e Betleem, bro ar Jude, eur c’hilhog gwisket kaer hag en doa eur vouez kaeroc’h c’hoaz, ar pez a reas henvel anezan Kan-Sklear. Kerkent ha goulou-deiz. e veze klevet e vouez skiltrus o tregerni, o tiston a-raok pep mouez all betek pennou pella ar zaonen.

Ar c’hilhog-se a yoa dre wir da Obiaz, eur mesaer koz eus ar menez, en doa e welet o c’henel e klud e yer. Kerkent ha ma tispake ar c’hilhog e vouez, ar mesaer devot kenan a rea eul lamm er meaz eus e wele hag a yea d’an daoulin da adori Doue ha d’e drugarekaat evit e vadoberou. Goude ez ea d’ar c’hraou, eno edo e holl zanvez : eun ejen kaer ha pevar benn-darvad. Leaz e zenved ha viou e yer, setu peadra da veva, ha ne c’houlenne netra ebet ken. Beva rea e unanik, en e di-soul kollet er menez, abaoue m’oa deuet Doue da lammet digantan e wreg hag e zaou vugel. Doue a sko dizamant ar re a zo karet gantan ! Obiaz a c’houie kement-se, ha setu perak e plege goustadik dindan dourn ar Mestr