Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

karantezus, ne lamm digant Job kement en deus nemet evit kaout ar blijadur da rei d’ezan en dro diou wech kement all.

Hogen, eur pardaez, d’ar 24 a viz du, endra ma koueze an erc’h a druilhadou, setu ma klev hor mesaer skei eun taol skanv bennak war an nor. Daou ziaveziad a yoa eno : eur goaz eun tammik war an oad hag eur wreg yaouank c’hoaz ha kaer dispar :

— Deuet omp da Vetleem, a lavaras ar beachour, evit lakaat hon hano war ar rollou, evel m’eo gourc’hemennet gant Sezar. En aner omp bet o klask lojeiz en hostaleriou. Va gwreg koulskoude, her gwelit a rit, a zo gwall skuis ! Ne c’houlennomp ket kalz a dra ; mes, abalamour da Zoue, roit d’eomp eun dournad kolo en ho kraou da dremen an noz.

— Tud kez, eme ar mesaer koz an daelou o tont en e zaoulagad, trempet eo ho tilhad, ha krena ra hoc’h izili.