Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —


Peoc’h ! peoc’h ! Rei a ri peoc’h, labous fall ! Emaout o vont da zihuna ar paour kez tud a so kousket aze hag o deus kement a ezom da ziskuiza !…

Ha kredi a reot-hu ? Ar c’hilhog kerkent en em roas da goms. An holl a c’hoar e komzas al loened en nosvez eurus-se, evel ma reant gwechall araok ar pec’hed e baradoz an douar. Ar c’hilhog a respontas eta evel pa viche bet eun den eveldomp :

Digarezit ac’hanon, va mestr Obiaz, hogen mar fell d’eoc’h e tavfen eo kouls d’eoc’h starda dioc’htu ar gorden-ma war va gouzoug. Ha penaos e falvesfe d’eoc’h e tavfen, me, Kan-Sklear, me karget dre vicher da gas d’an dud kelou goulou-deiz, e tavfen en deiz-ma ar c’haera eus an deiziou ?… P’ema an Heol dreist an holl heoliou o nevez skedi, p’eo diskennet eus an nenv krouer ar sklerijen ?… Obiaz, va mestr mat ! Meulit an Aotrou ganen ! rag ar Mesiaz, Mab Doue, ar Zalver gedet a zo aze !… Ganet eo bremaik, dindan ho toen er