Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

Loiz a zo eur c’hristen mat hag en devezo truez ouz ho tienez, hag a roio d’eoc’h loj en e di ha bara da zebri.

Hor mamm vat a lavaras c’hoaz :

— C’houi garo ho tonton Loiz hag a zento outan.

— O ya. Gaid, ni garo hon tonton Loiz hag a zento outan. Deomp d’i, Gaid, deomp dioc’htu.

Ha setu petra rea da Yannig ha da C’haid beza oc’h ober hent dre lanneier Plomeur, e bro Gerne !

II


Eun dervez kaer a yoa. An heol a yoa tomm, ha n’eo ket souezus p’eo gwir edod e miz gouere. Bolz an nenv a yoa digoc’hen, nemet eun tamm gloan danvad bennak uhel, uhel, a yea hag a deue kaset gant an aezennig skanv. Hag an daou vugel a jome da zellet outo gant plijadur ; kustumetoc’h oant da welet koumoul du o tremen uz d’o lanneier.

Yann a lavaras d’e c’hoar :

— Hor mamm eo a zo d’an neac’h o vousc’hoarzin ouzomp hag o kas ac’hanomp da di hon tonton Loiz. Anaout a rez anezan, Gaid ?… Anaout a rez tonton Loiz ?

— Eur wech em eus e welet er pardon du-ma ; pell zo abaoue.

— Dizale e welimp anezan, n’eo ket gwir, Gaid ?

— N’ouzoun ket, Yannig ; kredi ran evelato.

Yannig a oe darbet d’ezan anzao en doa naon ha sec’hed, ha poan en e dreid noaz. Tevel a eure koulskoude, o sonjal e ranke gouzanv hep klemm evit gallout beza digemeret eun deiz el leac’h edo e vamm.

An daou vugel a valeas hir amzer dre al lanneier hep gwelet den. Bep eun amzer, eur golvan, eur boc’hig rus, savet uhel war blenchen ar vein-hir goloet a van, pe kuzet en eur voden lann, a gane, a richane en enor