Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

tenval ; glô hag avel a rea, hag ar mor a yoa spontus gwelet e wagou.

Etre ar c’houezek den laket da ren al lestre-ze, an daou genta, ar c’habiten hag ar mestr sturier, a yoa Bretoned. Ar c’habiten a yoa Bisson e hano [1], hag hano ar sturier a yoa Tremintin [2].

Eus an daou zen-ze eo e fell d’in koms, daou vartolod kalonek ha pennek evel gwir Vretoned ma ’z oant.

Edont o daou war ar pont, unan krog er stur, hag egile o klask gwelet a be du e c’houeze an avel evit gallout lakât mat ar gwerniou hag ar gweliou.

Ar c’habiten a lavaras d’ar sturier :

— Eur wall nosvez, Tremintin !

— N’eo ket brao sur, kabiten. ha ma na deu ket Itron-Varia-Porzik d’hor zikour eun neubeut, em eus aon na ve grêt frigousen gant hon lestr.

— Intron-Varia-Porzik ne zilez morse ar Vretoned, Tremintin.

— Setu ar pez a ro fizianz d’in ive !… Ay ! !…

Ar wern vras a yoa torret hag he doa laket ar sturier da glemm. An tarsiou mor a zilammas war ar pont hag a oe tost d’ezo skuba ar c’habiten hag ar sturier. Ret oe d’ezo kregi mat evit ne vijent ket strinket er mor. Prestik goude Bisson en em roas adarre da goms :

— Sell, Tremintin, n’em eus aon na rak an tarziou, na rak an avel, na rak ar reier ; mes daou eus al laeron

a yoa e goueled al lestr o deus gallet tec’het kuit hag en

  1. Ganet e Guémené (Morbihan) er bloaz 1796, maro war vor, er bloaz 1827.
  2. Ganet en Enez-Vaz, ha marvet eno ive d’an 3 a viz even 1862. d’an oad a 84 vloaz. An Tremintin-ze a yoa eun tonton-koz da Ber Tremintin a zo brema mear Plouescat ha kuzulier jeneral.

    (Klaoda).