— Mar ’d eo ho map ar c’hinniger,
He c’hortoz a reot enn-aner :
Pa eet da boeza ann arc’hant,
Fallout a eure tri war gant ;
Ken a lavaraz ar merer ;
— Da benn, gwaz, a rai ann arfer. —
Ha peg enn he glenv en deuz gret,
Ha penn ho map en deuz troc’het.
Hag enn he vleo en deuz kroget,
Hag er skudel neuz hen tolet. —
Ann ozac’h koz dal’ m’he glevaz,
Tost a oa d’ean ken na zemplaz ;
War ar garreg a gouezaz krenn,
Kuzet he zremm gand he vleo gwen ;
He benn ’nn he zorn, o lenva maour :
— Karo, va mab, va mabik paour ! —
Ann ozac’h-meur o vont enn hent,
Gant han war he lerc’h he gerent ;
Ann ozac’h-meur o vont e-biou
E-biou ker-veur Neumenoiou,
— Leveret-hu d’in penn-treizer
Hag hen ma ann otrou er ger.
— Pe ma hen, pe hen ne ma ket,
Doue r’hen dalc’ho e iec’hed ! —
Oa ket peurlavaret he c’her,
P’oa digouet ann otrou er ger.