Neb az anaveze, enn amzer na oaz ket,
A hello da gavout e-lec’h na vezi ket.
Ni ’n em gavo ker gwir, ker gwir ma ’z ann breman,
Dirag ar varn genta, siouaz ! ken a grenann !
Ken a grenann, siouaz ! ken ven ha ken dister
’Vel eunn dellien lammet gant ur barrad-amzer. —
Doue glev anezhan, Doue respont buhan ;
— Ai ta, ene paour, ne vi ket pell e poan ;
Te peuz ma zervichet dre ’m onn bet war ar bed
Ha breman te po lod eveuz ma joausded. —
Hen gober, o pignat, eur zellik deuz ann traon,
Ha gwelet he gorf paour stennet war ar vaz-kaon.
— Demad-d’id-de, va c’horf, demad a larann d’id,
Distroi a rann endro, gand kalz true ouz-id.
— Tevet, o ene kez, gand komzou alaouret,
Poultr ha breignadurez n’euz keer truez e bed.
— Sal-ho-kraz, o va c’horf, dellezout a rez mad
Kerkouls hag ar podpri oe enn han louzou-mad. —
Kenavo ’ta, buhez, kenavo pa ’z eo red !
Doue d’ho c’has d’al lec’h m’hoc’h euz c’hoant da vonet !