Pa oa Mari ha Zant Joseb,
O daou oc’h ober tro ar bed,
Setu Mari ’n em gavas skuiz
Ha neblec’h ne welet lojeiz.
II
— « Joseb, Joseb, eme Vari,
« Klaskit eul lojeiz bennak d’in
« Lec’h e vo eur c’hog o kana
« Pe eur bugelig o ouela — »
III
Joseb a sko war ar porziou
Hag a c’houl digant an aotrou
— Aotrou, aotrou, gwir vestr an ti,
En an’ Doue lojit Mari.
IV
Va c’hambchou a zo okupet
Gant prinsed ha gant baroned ;
Leun eo va c’hambchou, krec’h a traou
Me na lojan ket an dud paour.
V
Eur c’hloaregik, o studian,
’N em lakaas d’o avisan,
— Piou eou hounnez ya dre ar ru
Gant he moucher glaz hag he broz ru
|