Eun devez o tizrei d’ar vro,
Me glevas eur gwall gêlo,
Ma dousig oa war he gwele
Gant eur c’hlenved didrue…
Hepdale ec’h is d’he gwelet :
— Mignon, emei, na ouel ket… !
— Penoz na ouelfen ket, mestrez,
Pa ’z out ken klanv, ken diez ?
Hi ’lezas eun huanaden,
Ha n’ankouaïn birviken !
An Ankou kri ha milliget,
An eus bet prim he falc’het.
Ke oamp ket galvet ’vit bevan
Herve war an douar-man…