Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132


————

Daouzecvet Dialog.

Renod hac e dud a antre.

Renod.

He bien-ta, va mignon, petra zo a nêve
Ma oc’h qen diveat henvoas var ar bale ?

Hernier.

Ato, Autrou Renod, qestion ê pênos
E voamp oll o coannia eun nebeut qen ser-nôs,
Hac ez ê commancet darn a dud ar Roue
Demeus eur voez commun da vurmur entreze
E voa eun dra horrubl dont da gonsideri
Ne deuet qet abenn eus ho preudeur ha c’houi.
Neuze e lavaras eur certen louidic
Penos e labourec’h dre art diabolic,
Hac e voac’h traitourien ha tud hep tam calon,
Hac ho poa, c’houi, Renod, lazet dre drahison
Bertelod, niz ar Roue, ebars en e bales,
Hac e voac’h achapet neuze dre sorceres.
Me ne allis james souffr eur seurt calomni,
Hac e rois dê oll ractal an demanti,
En eur menteni ferm en presanç ar Roue
Hac dirac ar Brincet e voa faus qementse ;
E voac’h Chevalierien ar vaillanta biscoas
O devoa gant o zreid moustret var ar yêot glas ;
Penos voac’h tud leal, carguet a brobite,
Pere ne glascont qen nemet ar virione ;
Ha mar boe Berlelot lazet dre accidant,
E voe én hepqen caus dre e don arrogant ;
Hac en d’oa da guenta terrubl oc’h insultet ;
Anfin, voa dre e faut mar ez ê bet lazet.
Ar Roue Charlamagn gant calz a violanç