Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/317

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
307

Hoguen eta mar doc’h, Sir, qer coleret ouzin,
Pardonit d’am breudeur, pa ne bardonit din,
Ha me a bromet dêc’h amàn en ho presanç
Birviqen davantach ne retornfomp en Franç,
Me a yel diarc’hen hac en eur glasc va boued,
Da visita bez sacr hor Zalver beniguet,
Bete Jerusalem, va Roue, evidoc’h,
Mar be ho madelez rêy d’am breudeur ar peoc’h.

Charlamagn.

Ne chommit qet aze, Renod, da ravodi,
Nemedoc’h a garfe livra din-me Mogi ;
Mar dòn Roue en Franç hac en Rom Ampereur,
Ne rin biqen trevers na dêc’h na d’ho preudeur.

Renod.

Me livra dêc’h Mogis ! Petra rafec’h deàn ?

Charlamagn.

Ato gant pêvar marc’h laqat en difframàn.

Renod.

Qent en em livrfen dêc’h hac ive va breudeur
Eguet ne ràn Mogis ; credit se, Ampereur.

Charlamagn.

Orsus, pa ne fell dêc’h senti eus va c’homzou,
E vo ret dêc’h santout sur puissanç va armou.

Renod.

Me ho ped, Ampereur, n’en em avancit qet ;
Mar gràn dêc’h nep outrach em bo calz a regret.

Charlamagn.

Noc’h eus affer, Renod, da zonet d’am goapât ;
Pa omp en em gavet, ni n’em approuvo mat.

Oger.

Arabat ê dêc’h, Sir, dont d’en em exposi ;
Dreist pep tra ouz Renod a zo eur goal barti.

Charlamagn.

Pa goustfe din n’anter eus va Rouantelez,
Me ranc en em approu ouz Renod hep nep mez.