Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/387

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
377


Yonet.

Ne dleit qet, va zad, en em expos d’ar glem,
Da vont, c’houi oc’h-unan bete Jerusalem ;
Rac calz a zanjeriou a zo sur da vont di :
Hon lest da vont ganêc’h, humblamant m’ho suppli.

Renod.

Doue ha va Æl-mad vo oc’h va c’hunduin ;
Pedit oll evidòn ha ne voelit qet din.
Adieu, va fried qer ha va daou grouadur :
Dispartia zo ret, souffr a ràn calz assur,
Doue da rêy demp graç d’en em velet en êe,
Ma n’hor be ar boneur d’hor güelet en bue.

Clera.

Adieu, va fried qèz, qen a vo ar retorn.

O daou Vuguel.

Adieu, va zadic paour, en eur bocat d’ho torn.

Clera hac e bugale, o mouchouer
var o daoulagad, a voel.


Renod.

Demp ar vech divea, me ho ped, va breudeur,
Da zina an accord dirac an Ampereur.

Sellet a ra a drue ouz Boyard,
hac e lavar :


Ah ! Boyard ! ar Roue a gommand din bremâ
Da zont da tilezel ; ret ê oboissa.
Da tilezel a ràn gant qeuz bras gouscoude,
Rac cant goech ec’h eus din recouret va bue.
Me lavar did adieu, ha nonpas hep daelou.

Guichard.

Renod, deut d’ho peach, ha lezit ho canvoü.

————

Daou-uguentvet Dialog.

Charlamagn hac e suit. Renod hac e Vreudeur.

Renod en em dol d’an daoulin dirac
ar Roue, hac a lavar :

O Monarc redoutet, va Mestr ha va Roue,
Cetu ni dirazoc’h, ha va breudeur ha me,
Evit renta dêc’h, Sir, homach, soumission.