Fant ar Bizen a vergn madou ;
Sec’h è evel eur c’hant tachou ;
Nemed dastum ne ra,
Da zen ne ro netra.
Diskrog è eur wech an durkez ;
Brasa joa en ti Fantik kez !
Ar mab a frink gant lorc’h.
Goude rastell ar forc’h.
Henvel beo da Paol-gornek
Eo n’emgavet If genaouek.
Pez a ra, ne ra ket…
Raktal er vourc’h a red…
Drol ! he vreg na wel den a gren
Med ar c’haset koat ! daoust hag gen…
Eun tadik kovesour
Ve koumer vel an dour !