Pajenn:Cadoret - Yan ar burzudou, 1912.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Yan ar Burzudou


————


En amzer tad-koz ma zad-koz, e veve en eul lochig plouz e Lann-Foenn eur pôtr koz hag e bried Katellik. Doue en devoa roet d’ê pevar а vugale. ’met о lamet en doa digante yaouank-flamm, ha setu perak en em gavent, d’an oad а bemp bla ha tri-ugent, hep konfort, hep kar na par, dilezet gant an holl. n’o devoa evel holl zouten nemet eur c’havrig kazi ken koz hag he mestrou.

Yann а oa bet kemener eus e vicher, mes an amzer, hag а zispenn pep tra, ’n evoa ket espernet daoulagad ar c’hemener koz ; ’benn tri-ugent vla, ne gave ken nemet daou doull koste an nadoe. Rankout а reas eta dilezel e vicher, а oa koulskoude e holl souten hag hini e Gatell.

E-pad ar pemp bla-ze koulskoude, gras d’an tammig arc’hant o devoa dastumet ha klenket piz en troad eul loueren neud, gras ive da laez ar c’havr, ne dostaas ket re an dienez da lochig an daou goz, mes, siouaz, ar yalc’had ne greske tamm evit lemel diouti ; pladan а rê bemde, hag, eun devez, e tegouezas d’ar paour kaez Katell gwelet ne oa ken eul liard en ti da brenan eun tamm bara.

— « Yann baour, emezi, petra ’refomp-ni breman ? n’hon eus begad ebet evit hon dijuni hag, ar pez ’zo gwasoc’h, n’eus ket eur gwenneg el loch. »

— « Fe, Katell gez, eme Yann ha ne oa ket eun den d’en em drubuilhan ’rôk ar c’houlz ; petra ’vo graet sur nemet kas ar c’havr da Rostren ? Hirie eman ar meurz. »

— « Gwerza ar c’havr, Yann, ? ne sonjet ket, evelkent ! Penôs e refomp-ni goude, ma Doue ? »

— « Me a oar ervad hon devo dienez outi ; mes petra fell d’ec’h, Katell, euz ar red n’eus ket a remed. »

— « Gwir a laret, Yann baour ; Red mat eo d’imp dispartian diouz hon loen. He gwerz ne harzo ket pell koulskoude, met, keit ha ma pado, ’velkent, ne varfomp ket gant an naon. »

— « Tapet d’in buhan ma bragou lian ha ma zog suliek ; hastet ive chench ho tamm truilhou, ha deomp en hent ! »

Evel-se e voe graet. ’Benn nav eur e oa an daou goz war hent Rostren, o gavrig gantê en ere eur gordenn. Katell a zelle outi gant keun hag a huanade eur wech an amzer ; Yann avat a gendalc’he gant e hent, dinec’h-mat ouz e baourante, eur zac’h gantan dindan e vrec’h.

Degoueet er foar, e klaskjont eul lec’h kled ha plaset-mat evit diskouez o marc’hadourez. Kalz a dud a oa er foar en de-ze, ha Yann a lare d’e hini goz :

— « Kalz a chans hon eus da werzan, Katell, ha zoken da werzan mat. »

An daou goz a c’hortoze gant fians, met, siouaz, ar varc’hadourien ne dostaent ket prim. Doare paour ar werzerien a bellae an holl dioute, hag ar c’havr, moarvat, a oa ken lart ive ken e tivere an treud diouti.

Kreiste, eun eur, diou eur, ha tres ebet da werzan al loen !

— « Arsa, Katell ! eme Yann, ’m eus aon ne werzfomp ket, ha me ’m eus arru naon ken am eus. »

— « Fe, Yann ! mont a-walc’h a rafe eun tamm ganin breman ive. »

— « Chomet aze gant ar c’havr. Me zo o vont d’ober eun tamm tro. n’eus ket da laret, red eo d’imp kavet boued. »

— « Diwallet d’ober troiou kamm, Yann, ha da vout tapet. Laret d’in ive pegement a c’houllin evit houman. »

— « Goullet daou skoed eviti ha na roet ket anei rabat, mar gallet. »

Ha Yann en hent. Bale a rê dre ar ruiou, o sellout a bep tu ouz ar staliou, e zac’h gantan dindan e gazell.

— « Pegement ar bara-man ? » emean d’eur boulanjer.

— « Triouec’h gwenneg. »

— « Em zac’h, eme Yann ; me ne chipotan ket. Prestik ho po mone. »

Hag hen pelloc’h.

— « Pegement ar pez kig-man ? »

— « Dek real. »

— « Em zac’h. » Hag a-rôk.

Pegement an dra-man ? Pegement an dra-se ?… Ha Yann a valee hag ar zac’h a garge. Pa gavas gantan e oa leun a-walc’h, e zonjas distrei da gavout Katell.

Just e oa houman o tont eus ar marc’had he c’horden ouz he brec’h, mes ne oa gavr ebet outi.

— « Gwerzet eo ! » a hopas-hi ’dal ma welas anezan.

— « Ma ! Re oc’h d’in, eme Yann. Ha pegement hoc’h eus bet eviti ? »

— « Ma daou skoed am eus gallet tapout evelkent. Bec’h am eus bet, rak ne c’houlle ket rei d’in ouspenn seiz lur. »

— « Seiz lur, Katelll gez ! Seiz lur ho peus kavet hag hoc’h eus roet anezi evit daou skoed ?

— « Laret-mat ho poa d’in diwall n’am bije ket daou skoed eviti ! »

— « Ya, mes n’am oa ket laret d’ec’h nac’h pevar real muioc’h memes tra. A ! Katellin gez, keun ’meus oc’h kar d’in ! »

— « Kar on d’ec’h koulskoude ’vat, Yann, ha kar mat end-eün. Arsa, ma Doue ’velkent, red e oa d’in bean zod memes tra ! Pa zonjan, seiz lur …. Ya, ya, breman e welan skler perak en deus roet hennez ma goulen d’in raktal, en eur vousc’hoarzin laouen. »

— « Bezan en devoa da c’hoarzin, sur mat ! Mes lezomp ze. Pez a zo graet ’zo graet. Me ’meus dic’haouet an dra-ze aboue ! »

— « Che, eme Katell, petra a zo en ho sac’h-c’houi ?… Ken boemet e oan gant ma seiz lur ken n’am boa ket tôlet ple d’ac’h c’hoaz. Pelec’h hoc’h eus tapet an treo-ze ? »

— « E lec’h em eus kavel anê, Katell ! Mes na chomomp ket da rodal dre aman. Baleomp prim ’trezek Lann-Foenn. Eno ni dorro hon naon. »

’Hed an hent, Yann a gontas e dro d’e hini goz. Houman a chome boemet dirak skiant he den. Aon a deuaz d’ezi koulskoude :

— « Ha mar bec’h tapet, alori ? »

— « Tapet ’vin ket, foeltr gar d’in ! Nag e vefen, petra a vo graet d’in-me ? »

Gwir a lavaras. Den ne deuas da c’houl penn da laeronsi Yann. En peuc’h e tebrjont ar zac’had boued hag an daou skoued. Hogen ne badjont ket da viken ! ’Benn eur pennadig, e koueas adarre an daou baour kez en dienez ar vrasan, hep kavout an dro-man gavr ebet da werzan.

— « Arsa ! eme Yann d’e hini goz eur beurevez, n’hallomp ket chom evelhen da vervel gant an naon. Me ’zo o vont d’ar vilin gant ar sac’had brenn a zo aze. »

— « Gant ar brenn-ze ! Ya dam ! Daoust pesort meliner a zo prest da valan hennez d’ac’h ? »

— « O ! Fransez « Milin diot » n’eo ket eus ar re abretan. Gwelet a refet, Katell, hag hen ne deuy ket ma zôl da vat.

— « Graet evel ma karfet, Yann ; pegwir ne ran ha ne laran nemet traou treuz. »

Ha Yann en hent, e zac’had brenn war e choug.

— « Hê, pôtr, emean d’ar meliner, en eur digoueout er velin, amzer hoc’h eus da valan heman d’in dioustu ?

— « Dioustu, Yann, n’hallan ket ! Red e vo d’ac’h dont da glask anezan warc’hoaz. »

— « Ya ! Sonjet ho peus em me amzer awalc’h da zont bemde da frinkal da « Vilin diot ? » O nan, ma mab paour ! Ma n’oc’h ket evit labourat d’in raktal, me ’zo aet a-rôk. »

Ha Yann a adsammas e zac’h, ’met, e lec’h kemer e hini, e skoas war eur zac’had bleud gwiniz a oa en e gichen. Ar miliner, boemet gant e labour, ne dôlas plê ebet d’ezan, ha Yann, moarvat, ne chomas ket d’ober gwriou eno ive.

Siouaz, kement-se n’halle ket tremen evel-se. ’Benn an de warlerc’h, ec’h arruas bec’h war ar bleud, a oa d’eun ôtrou e kichen, d’an ôtrou Koad ar Barz.

Ha setu jeu avat ! Kaer sellet aman, kaer furchal aze, sac’had bleud ebet ne oa roud anezan. Ne gavent nemet eur zac’had brenn en e lec’h.

— « Han ! Pari eo ar c’hemener diaoul-ze en deus graet an tôl ! eme Fransez, eun dro bennak. »

— « O, sur avat ! eme ar re all. Piou a vije bet ken nemet ar filouter koz-se ? »

Pa ne vije ket kavet ar bleud, e oa red anzav d’ar mestr e oa kollet. Ne voe ket ankouaet tamall ar c’hemener dirakan, ha, zoken, badei anean gant an hanoiou dudiusan.

— « Foutre, eme an ôtrou, ’kav d’ac’h eo Yann ar c’hemener an ije graet an tôl-ze d’in ? Ho kredi a-walc’h a rafen, rak hennez a zo eur maout koz ! Anaout mat a ran anean, hag e Gatellin ive. Eur glemmerez vat eo hounnez ! Gortozomp… Me ’zo o vont da welet penôs eman kont en ti an dud-ze ! »

Ha ’benn an de war-lerc’h, an ôtrou a valee ’trezek Lann-Foen, gant e fuzul hag e daou gi. Ne gavaz nemet Katell er gêr.

— « De-mat, moereb koz, emean ; pelec’h eman Yann ar c’hemener dre aman ? »

— « Aet eo da glask eun tamm koad bennak dre aze, ôtrou. »

— « Da boac’hat ar yod gwiniz, n’eo ket gwir, Katell goz ? »

— « Da boac’hat ar yod gwiniz ?… »

— « Ya, gant ma zac’had bleud e c’hallfet ober bara ha yod e-pad eur pennadig. »

— « Petra a lavaret, ôtrou ? Ho sac’had bleud ? »

— « Allo, allo, Katell, n’eo ket red d’ec’h bean ken zouezet ; ha ne dalv ket d’ec’h nac’h ouzin ar pez a ouian rez mat. »

— « ’N em dromplan a ret, ôtrou paour. »

— « ’N em dromplan ket laouen ! Met n’eo ket a-walc’h kaout bara, kig a zo ezom da zibri gantan. Dre-ze, laret da Yann dont fenoz da laerez diganin daou borc’hell lart am eus du-man, e korn ma c’hraou. Mar gall o zapout c’hoaz, e vefont d’ezan. Met da ziwall an evo avat, rak me lako ma daou vevel d’o miret gant peb a benn-baz. Mar be tapet, e paeo evit an daou dôl ; mes ma ne ve ket, en evo an daou

borc’hell adarre. »

KOULMIG ARVOR.

(da heuil)