(S. Lucas, III, 2), a scuill louzou c’houez vad var dreid Hor Zalver
(S. Lucas, VII, 36-50).
Unan deuz ar pharisianed a bedas Jesus da
zribi ganthan. O veza eat e ti ar pharisian,
ec’h en em lakeas ouz taol. Ar Jusevien ne azezent
ket ouz taol : gourvez a reant var gueleou
reaz, harpet var ho ilin cleiz hag an treid
noaz er penn pella dioc’h an daol. Ha setu eur
vaouez, eur bec’herez deuz kear, o veza clevet
edo ouz taol e ti ar pharisian, a zigassas eur
podad louzou c’houez vad, hag oc’h en em zelc’her
a drenv e-harz he dreid, ec’h en em lakeas
d’ho glebia gant he daelou, d’ho zec’ha gant
bleo he fenn, da bokat d’ezho, ha da scuill varnho
louzou c’houez vad.
Ar pharisian hen doa pedet Jesus a lavaras ennhan he-unan o velet an dra-ze : « Ma vije bet heman eur prophet, hen dije gouezet piou ha pebez maouez a douch outhan, rag eur bec’herez eo. » Neuze Jesus a lavaras d’ezhan : « Simon, eun dra am eus da lavaret d’id. » — « Mestr, emezhan, lavarit. » — « Eur c’hredour hen doa daou zleour : unan a dlie pemp cant diner, pevar c’hant anter cant lur, hag egile hanter-cant. Evel n’ho doa ket peadra da baea, e roas discarg d’an eil ha d’egile. Piou a gar anezhan ar muia ? » Simon a respontas : « An hini, m’oar-vad, a zo pardonet d’ezhan ar