Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PEMZEGVET PENNAD
Kenta cresk ar bara. Jesus a vale var ar mor
(S. Vaze, XIV, 13-36 ; S. Marc, VI, 80-56 ; S. Lucas, IX 10-17 ; S. Iann, VI, 1-21).
————
Goude ma clevas Jesus ar c’helou-ze,
an ebestel a zistroas d’he gaout hag a lavaras
d’ezhan ar pez ho doa great ha desket d’an dud.
Jesus a lavaras d’ezho : « Deuit a gostez en
eul leac’h distro, ha discuizit eun neubeut.
Evit guir, kement a dud a iea hag a deue ma
n’ho doa ket amzer da zribi. Kemeret a reas
eta an ebestel, pignat a reas gantho en eur
vag, hag ec’h en em dennas en tu all da vor ar
Galilee pe Tiberiad, en eul leac’h distro,
hanvet Bethsaïda, er meaz euz ar Galilee.
Guelet a rejor anezho o vont kuit ha calz