Er penn-kenta edo ar Verb, ar Mab, hanvet
ar Verb pe ar Gomz abalamour ma c’han euz
an Tad e giz ar Gomz a c’han euz ar Spered,
hag ar Verb a ioa gant Doue, hag ar Verb a
ioa Doue. Er penn-kenta edo gant Doue.
Peb tra a zo bet great ganthan ; ha netra deuz ar pez a zo great n'eo great ebdhan.
Ennhan edo ar vuez, beza eo ar vuez guirion ha mammen an holl bueziou, hag ar vuez a ioa sclerijen an dud o rei d'ezho buez ar feiz hag ar c'hras [1]. Hag ar sclerijen a lui en denvalijen, etouez an dud dallet gant ar pec’hed, hag an denvalijen n'hen deus ket he digemeret.
Beza oue eun den digasset gant Doue, hanvet Iann Vadezour. Dont a reas evel test, da rei testeni d'ar sclerijen, evit ma teuje an holl da gredi dreizhan. N'oa ket he-unan ar sclerijen, mes dont a reas evit rei testeni d'ar sclerijen.
Mab Doue oa ar guir sclerijen a sclera kement hini a deu er bed-man.
- ↑ An den a zo evel eun hanav caër a zo bet great gant Doue evit beza carget gant ar sclerijen divin-ze (S. Cyrill).