Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PEVARE PENNAD
E liorz Jethsemani
(S. Vaze, XXVI, 31-56 ; S. Marc, XIV, 27-52 ; S. Lucas, XXII, 40-53 ; S. Iann, XVIII, 1-11.)
————
Goude m’han doa Jesus lavaret an traou-ze,
ez eas, gant he ziskiblien, en tu all da froud
Cedron a rede e traonien Josaphat er zao-heol,
etre kear hag ar menez Olived. Neuze e
lavaras d’ezho : « Holl e kemerot tro da
faillout en noz-man abalamour d’in ha d’ar
pez a c’hoarvezo ganen, rag scrivet eo : me a
scoio ar pastor, hag an denved a vezo distaolet
a beb costez. Mes goude ma vezin savet a
douez ar re varo, me a ielo en ho raog, d’ar
Galilee. »