Digass a rejont eta Jesus deuz ti Caïphas da
lez-varn Pons-Pilat. Edo ar mintin hag ar Jusevien
ne d-ajont ket el lez-varn evit na vijent
ket saotret, hervez ho lezen, o vont e ti eur
paian, ha ma c’helljent dribi ar Pask, ar bara
eb goell hag an hostiou a veze sacrifiet epad
deveziou ar gouel. [1]
Pilat eta a deuas d’ho c’haout er meaz hag a lavaras : « Petra ho peus da damall eneb an den-man ? » Ar Jusevien a respontas : « Ma ne vije ket eun torfetour, n’hon dije ket lakeat anezhan etre ho taouarn. » Pilat a lavaras d’ezho : « Kemerit anezhan hoc’h-unan ha barnit anezhan hervez ho lezen. » Ar Jusevien a respontas : « N’on deus ket a urz da lakaat den d’ar maro. »
Evelse e teue da vir ar gomz hen doa lavaret Jesus evit merka deuz pe varo e tlie mervel. Lavaret hen doa e vije lakeat etre daouarn ar baianed hag e vije staget ouz ar groaz : ar romened païan a gondaone da vervel var ar groaz.
Neuze ec’h en em lakejont da damall Jesus en eur lavaret : « Ni hon deus he gavet o
- ↑ Allioli, in Jo, XVIII, 28.