Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
UNNEGVET PENNAD
Jesus etouez an doctored (S. Lucas, II, 40-52)
————
Goulzgoude ar bugel a greske hag a grenvee
leun a furnez, ha gras Doue a ioa ennhan. He
gerent a iea beb bloaz da Jerusalem evit deiz
bras ar Pask. P’han doa daouzeg vloaz, e
pignjont da Jerusaiem evel m’oant boazet da
zeiz ar gouel. Da fin deveziou ar gouel, epad
ma tistroent d’ar gear, ar bugel Jesus a jomas
e Jerusalem, eb gouzout d’ezho.
O sonjal edo gant unan bennag deuz ho c’hompagnunez, e rejont eun devez bale. Neuze ec’h en em lakejont da glask anezhan etouez ho c’herent hag ho anaoudeien. Hag evel ne gavent ket anezhan, e tistrojont da Jerusalem evit he glask.