Hogen, en deveziou ma vadeze Iann ar bobl
holl, Jesus a deuas euz Nazareth er Galilee
d’ar Jourden, evit beza badezet gantahn. Mes
Iann a vire en eur lavaret : « Me a dle beza
badezet ganehoc’h, ha c’houi a deu davedon ! »
Jezus a respontas d’ezhan : « Gra e giz ma
lavaran, rag deread eo e peur-c’hrafemp evelse
peb gourc’hemen. » Abalamour m’oa deuet da
baea evit pec’hejou an dud, oa deread d’ezhan
senti ouz lezen ar binijen. Neuze Iann ne enebas
mui.
Kerkent ha m’oue badezet Jezus, e savas euz an dour hag ec’h en em lakeas da bedi. Neuze an envou a zigoras dirazhan hag e velas ar Spered-Santel o tisken dindan furm eur goulm hag o chom varnhan. Eur vouez a deuas euz an env hag a lavare : « C’houi eo va Mab muia-caret ; ennhoc’h em eus lakeat va flijadur. »
Jesus a ioa eat en he dregont vloaz.
Distrei a reas dioc’htu euz ar Jourden, carget gant ar Spered, hag e oue casset ganthan en eul leac’h gouez evit beza tentet gant an diaoul. Eno e veve gant al loened, ha ne zrebas netra epad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez. A-benn an amzer-ze hen doa naon. Neuze an tenter a dosteas ; ne c’houie ket Jezus a ioa