Traou ar religion a veze reizet etouez ar
Jusevien gant eur c’honseil bras a ioa ennhan
unneg den ha tri-ugent rannet e tri rumm :
prinsed ar veleien, an doctored ha pennou-bras
ar bobl. Ar beleg-bras a rene anezho.
Hogen, setu ama testeni Iann, pa gassas ar Jusevien, ar c’honseil bras, beleien ha levited deuz Jerusalem d’he gaout evit ober ar goulen-man outhan : « Piou out-te ? » Hag ec’h anzavas ha ne nac’has ket ; hag ec’h anzavas : « N’ez oun ket ar C’hrist. »
— « Petra ta neuze, a c’houlenjont ? Elias out ? » — « N’oun ket, emezhan. » — « Ar prophet out ? An hini bras a dle dont hervez Moyses ? [1] » Hag e respontas : « Nann. » Neuze e lavarjont d’ezhan : « Piou out ? evit ma c’hellimp rei respont d’ar re ho deus digasset ac’hanomp ; petra ’ lavares ac’hanot da-unan ? » — « Me eo, emezhan, mouez an hini a iou el leac’hiou distro : eünit hent an Aotrou, evel m’hen deus lavaret ar prophet Isaias. »
Ar c’hannaded a ioa Pharisianed, enebourien da beb nevezenti. Goulen a rejont outhan ha lavaret a rejont d’ezhan : « Perag-ta neuze e
- ↑ S. Iann Chrysostom, ap. Fillion, in Jo. I, 21.