Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —
« Me a lavar d’id, emezhan d’an den seizet, sao, kemer da vele ha kerz d’ar gear. »
Kerkent e savas hag e sammas ar guele m’edo astennet varnhan, ha dirag an holl, ez eas d’he di en eur veuli Doue. Ar bobl, souezet bras ha spontet, a veule Doue da veza roet d’an dud eun hevelep galloud, ha peb hini a lavare : « Hirio hon deus guelet burzudou ; biscoaz n’hon doa guelet hevelep traou. »
————