Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eur el lahadeg hag el loh ; eur er gurun hag en tahdareu : eur reihted Doué !
Ou goalh ou do er bléad-man, er blei, er vran hag er prenùed : marhad-mad é er hig kristén !
Er blé-man é vo braù en had ; éùet en des en douar goed mab-den...
Na p’ha pehé karet, Europ, ne vehé ket dégouéhet genous un darvoud el hennan ;
P’ha pehé karet éùet get doujans É Oèd-Éan, goèd dek broad ne vehé ket bet ret d’id hen éùet ;
P’ha pehé karet deulinein dirak kelan douéel er Halvar, hag azeulein, ne vehé ket hiziù, Europ, Europ, kement a gelaneu...
Glahar, glahar ! nen des mui meit gobeu get klehiér en Douar : me uél enan er gaderion lahet é tarneijal us d'en dachen, hanval doh er fru ar ur mor.....