Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Anaùet em ès tonkadur
Et vro-sen éh onn hé hrouédur...
Met più e vo en dén-brezél
E rei en tréh da Vreiz-Izél ?
Più ? Ha de béh eur é tei éan
De astagein deu dam er Gléan,
’N ur youhal d’emb : « Mibion, saùet ! »
Get peh aroue ’vo anaùet ?
Più ha pegours ? Ha petra ’vern !
Ni, huéhamb ’taù ar en eskern,
Galùamb Spered er yeh, er Fé,
Hag é pep tra fiamb é Doué !
III
You d’em bro Breiz-Izél ! You, you ! d’en oll Gelted !..
Me ùél... me ùél... me ùél... O ! cheleùet, sellet !
De Vreiziz en niù vro leùéné, leùéné !
Er haor koh keltiek e zihun én é vé.