Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —
20 DIVIZ
Maze, Lan
Maze, oc’h en em lakaat e gwele Yann, hag o soucha dindan ar ballenn wele.
Breman, it da gerc’hat ar c’hoz tok a zo war benn Yann hag hen digasit d’in. Lan a ya kuit.
21 DIVIZ
Maze, e unan, er gwele.
Gwall deodou zo hag a lavar, awechou, ez oun eul louarn. Mat ; red eo d’in, en dro ma, Aotrou Doue, beza finoc’h eget pemzek louarn. O santez Berc’hed, patrounez va mamm ger, Doue r’he fardouno, o sant Jakez, paeroun va zad mat, Doue r’e bardouno, ho pet truez ouzin ! Me roio d’eoc’h ho taou peb a skoed arc’hant nevez flamm, mar teuan a benn eus va zaol. Pedit start evit Maze, ho louarnig a Vreiz-Izel, ya ! ya ! pedit start evitan. Lan a zeu, koz tok Yann gantan.
22 DIVIZ
Maze, er gwele. Lan
Lan
Ha neuze ? petra a fell d’it gand an holl gorvigellou ze ?
Maze, er gwele, o sanka tok Yann war e benn, beteg e zaoulagad.
Ha ne welit ket c’hoaz ? Sklear eo evelato. Me a lavaro eo me Yann hag a raio e destamant en e