Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/170

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
HISTORIOU SANTEL.

a dud ? Gouela a reont ouz-in, o lavarout : Roit d’eomp kik da zibri.

14. N’hellan ket doughen va unan ann holl bobl-ma, eur zamm eo re bounner evid-oun.

15. Ma her c’hemerit er c’hiz all, me ho ped, grit ma varvinn ha ma kavinn trugarez dirag ho taoulagad, evit na vezinn ket brevet gant kement a drubuillou.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Dastumit d’in dek den ha tri-ughent euz re goz Israël, ar re a ouzoc’h ervad a zo henaoured ar bobl hag he vistri. Hag e kasot anezho dirag toull dor tabernakl ar ghevredighez, hag ho dalc’hot eno enn ho zao gan-ehoc’h.

17. Evit ma kiskenninn ha ma komzinn ouz-hoc’h, ha ma kemerinn euz ho spered-hu da rei d’ezho, evit ma toughint gan-ehoc’h pouez ar bobl, ha na viot ket re zammet hoc’h-unan.

18. Hag e leverot d’ar bobl : En em likiit e stad vad, var c’hoaz e tebrot kik ; rak ho klevet am euz o lavarout : Piou a roio d’eomp kik da zibri ? Ni oa mad ebarz enn Ejipt ! Ann Aotrou eta a roio d’ehoc’h kik da zibri,

19. Nann eunn devez, na daou, na pemp, na dek, nag ughent zoken,

20. Mes epad eur miz penn da benn ; ken na rai ar c’houez hep ken anezhan drouk d’ehoc’h, ha ma ho pezo heug out-han, dre’n abek ma hoc’h euz dilezet ann Aotrou pehini a zo enn ho kreiz, hag en em daolet da ouela diraz-han, o lavarout : Perag omp-ni deuet er meaz euz ann Ejipt ?

21. Ha Moïzes a lavaraz : C’houec’h kant mil den var droad a zo euz ar bobl-ma, hag e livirit : Rei a rinn d’ezho kik da zibri epad eur miz penn da benn.