Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/173

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
HISTORIOU SANTEL.

nep a laka he zourn var ann alar, hag a zistro da zellet var he lerc’h, ne ket mad evit rouantelez Doue.

Nebeut amzer goude ar ghentel-ze roet d’ar glemmourien ha d’ann dud digaloun, ann Israëlited en em daol adarre da ouela, skuiz, emezho, gant ar mann, ha keuz braz d’ezho da ouignoun ann Ejipt ha d’ho fodadou kik. Doue a ro ho goulenn d’ezho ; mes, evel ma rejont goall implij euz a zonezonou Doue, o tastum re a goailled hag oc’h ho dibri gant gourmandiz, Doue ho sko gant eur c’hlenved mezuz, gant pehini e varv eunn taol braz anezho. Ha beza ez omp-ni furoc’h eghet ann Israelited ? Evit arruout e rouantelez ann env, e renker lezel a gostez kalz a blijadureziou, ispicial ar re a ve kiriek d’eomp da bec’hi. Mad, alies e c’hoarvez ganeomp evel gant ann Israelited ; boed ann ene, da lavaret eo, ar beden, komzou Doue, ar zakramanchou a zeu goular evid-omp, hag en em daolomp da gaout keuz da blijadureziou ar c’horf, ha da c’houlen adarre ouignon ann Ejipt. Doue ra viro na ve roet d’eomp hor c’hoant, hor maro e ve kement-se.

Pa ro Doue d’eomp madou ann douar, iec’hed ha chanz vad, diouallomp da ober goall-implij euz he zonezonou, pe eleac’h ober hor mad gant-ho, e tennimp var-n-omp kastiz ann Aotrou, kernez, klenvejou, ar maro, hag ann ifern garo.




PENNAD III.


Daouzek den kaset da ghemer anaoudeghez euz a zouar Kanaan. Ho danevel d’ar bobl. Krosmol ar bobl. Doue a gondaoun ar grozerien da zestrei ebarz er gouelec’h, da gantreal enn-han epad 40 vloaz ken na vezint maro holl. (Niverou xiii ha xiv).


1. Ar bobl a zilec’hiaz euz Hazeroth, hag a zavaz