Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
LEVR ANN EXOD.

mor, ann Aotrou a reaz d’ar mor en em denna, o lakaat eunn avel kre ha tomm-skot da c’houeza epad ann noz, hag e chenchaz ar mor enn eunn hent seac’h ; hag ann dour a oe dihanteret.

22. Ha bugale Israël az eaz dre greiz ar mor seac’h, rak ann dour a oa evel eur vogher e pep tu d’ezho, a gleiz hag a zeou.

23. Hag ann Ejipsianed pere ho foursue, az eaz var ho lerc’h dre greiz ar mor, holl varc’heghiez Pharaon, he ghirri hag he varc’heien.

24. Deuet a oa dija ann teir heur tosta da c’houlou-deiz, ha chetu ann Aotrou o sellout ouz kamp ann Ejipsianed a dreuz ar goulounen dan hag ar goabren, a gasaz ar maro enn ho arme.

25. Trei a reaz tu da rodou ar c’hirri, hag ar c’hirri a ruillaz e goueled ar mor. Ann Ejipsianed a lavaraz eta : Tec’homp diouc’h ann Israelited ; rak ann Aotrou a gombat evit-ho enn hon enep.

26. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn var ar mor, evit ma tistroo ann dour da gavout ann Ejipsianed, var ho c’hirri ha var ho marc’heien.

27. Ha pa en devoe Moïzes astennet he zourn etrezeg ar mor, ar mor a zistroaz mintin mad enn he leac’h kenta ; hag ann Ejipsianed o tec’het kuit a gavaz ann dour o tont var ho arbenn, hag ann Aotrou ho grounnaz e kreiz ar goagou.

28. Hag ann dour distroet enn he blas, a c’holoaz kirri ha marc’heien holl arme Pharaon, pere o tont varlerc’h ann Israelited a oa eat ebarz er mor, ha na choumaz ket unan zo ken anezho.

29. Mes bugale Israël a zalc’haz da gherzet dre greiz