3. Ar Pab a Rom, abeurs Doue,
D’an ol a lar ar wirione ;
D’an ol c’hoaz e tiskouez an hent
A zo bet pleustret gant ar zent.
4. Dre Vreiz-Izel pa oe skignet,
Mesk Arvoris, ar Vretonet,
Nag a chapel ’n o bro neve
E peb tachen zavet gant-he !
5. Lein ar menhir, lein ar mene,
Kroaz hon Zalver a lugerne ;
War o daoulin endro dezi,
Tud a vanden oc’h adori !
6. Daoust d’an amzer ha d’ar re-fal
Ar Groaz e Breiz a zo divral :
Ar Groaz e Breiz, uhel ha zonn,
A chomo keit hag ar mor dôn.
7. Meur a wej goad ar Vretoned
Abek d’o Fe a oe skuillet :
Hon merzerien gant hon tud-koz
A zo breman er Baradoz...
8. Hon tud-koz a bed evidomp
Zikour gante pa c’houlenomp :
Zantes Anna o Fatrones
A zel ouzimp gant madeles.
9. Ni kouls evel hon gourdadou
A zo da Jezus hon Otrou ;
Gret goap ouzimp neb a garo,
Ni vo kristen bev ha maro !
K. G.
Diskan.
Me zo kristen, ha gant enor
Dirag an ol me hen laro :