En dezir-ze, va broïs, e meus grêt ar verz-mâ,
Da essa c’hoas ho counid ; mes na ouffen cana,
Rac en eur vrô estranjour, va zeod stag ouz va staon,
Va oll rimou zo chenchet en canticou a gaon.
Avoalc’h eo din rapporti ; clasqet eun all an ton
Abominationou ar Revolution.
Neb a eure ar c’hrimou a lezàn d’o c’hana ;
Nemet re a velconi na meus eus o rima.
Tonniou ceder ha touchant, pellait eus va memoar,
Ne ma mui amzer ar joa, mes hini ar glac’har ;
Ne glêvan a bep costez nemet son an tocsin,
Trompill ar brezel civil ha trouz ar guillotin.
Ne velàn nemet monstrou dirac va daoulagad ;
Franç, goloed a bennou, ha rivierou a voad,
Dre oll o tivoguedi : an oll zo gant maleur
Gourvet en sqeud ar maro, hac o c’hortos e heur.
Dre urz tud veo a grimou, e reder d’an ifern,
Evel pa na ve na corf, nac ene da espern.
Ne fell dezo, er bed-mâ, na Roue d’o gouarn,
Nac er bed all, ma elfent, Doue ebet d’o barn.
O remors ! preòn an ene ha compagnun ar c’hrim,
Dibab din comzou picant hac heuill bremâ va rim ;
Gra santout d’ar Francisien o dizurz milliguet,
Ar sujet eus va daelou hac a rebech ar bed.
Disqüel dê ar grevustet eus o sacrilejou,
Mes hep ho disesperi, rac Doue da viro ;
D’am avisou charitabl mar prestont audianç,
M’o distroyo, marteze, hac a ya da gommanç.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/13
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
————